Centre Ouest Bretagne Transmission du chant traditionnel Pédagogie de la transmission Détails
Ar falc'herien
voir le chant complet masquer le chant
Kerkent ha goulou-deiz me ‘glev ar falc’herien, Ur youc’hadennig seder ‘tiston dre ar maezioù, Ken ma dregern e pep lec’h kleier an traoniennoù. Heol nerzhus miz even a zisec’h an traoù vat, Ar pradoù ‘vel ar mor bras lizet gant an aezhenn, Lec’h sav dindan an oabl glas ar c’hlazioù melen. Laouig, ar mevel bras a voulc’h an troc’h kentañ, Hag ar falc’her didruez a ziskar ar bleunioù En ur ruzañ a gostez ar foenn e restennoù. Pegen kaer eo gwelet falc’hedigoù kerne, Ha pa vez renket leun a loc’h betek triwec’h paotr mat, O kas gante bep a droc’h a bemzek botezad. Sellit e-kreiz ar prad, devet gant an heol tomm, Ar c’hwezhadur a ziverr ‘vel ur c’hlizenn bervet, Rak ar maout vez gwerzhet ker e bro ar vretoned. Pa vez kalet ar boan an enor a vez bras, a-raok debriñ hag evañ, lemmit avat paotred, na glevit ket war an tan trouz ar vioù fritet. Micher al labourer a zo stenn ha poanius, Met e spered dibreder evel evnig ar c’hoadoù A zo diluiz ha seder pell eus frank ar c’hêrioù. Poaniet a galon vat falc’herien Breizh-Izel, Ha pa zeui’ taol an ankoù da derriñ ho chadenn, Heñvel diouzh bleuñv ar pradoù c’hwi a varvo laouen. Koulmig Arvor (Filomena Kadoret, 1892-1923)

Classification

Genre :
Comptine

Langue

Particularités linguistiques :
- le niveau de langue et le vocabulaire des mots forts pour commencer chaque couplet. Ce vocabulaire a du sens pour les auditeurs de l’époque bien qu’il soit dense. Texte riche en adjectifs. Langage élaboré : seulement deux « a zo », des compléments de l’adjectif, des noms compléments du nom. - des verbes conjugués à l’impératif pour mieux attirer l’attention

Forme poétique

Présentation du déroulé de l'histoire :
- les couplets 8 couplets de trois vers construits sur le même modèle. - les vers et les pieds les rimes finales et assonances un premier vers de 12 pieds avec une césure (6+6) après une syllabe accentuée. Deux vers de 13 pieds avec une césure (7+6) avec rimes finales et assonances à la césure
Déroulé :

Les quatre points de l’apprentissage

 

1 –Découvrir

 

Kinnig an destenn war ur folenn vras (ma eo en ur skol): Tri bann

Bann kentañ ar studiadenn ; eil bann : an destenn ; trede bann : ar geriaoueg

 

Petra’zo diaes ?

 

kentañ evezhiadennoù

santudur

 

2 - Analyser

1 -Komprenn an destenn ; displegañ ar gerioù diaes

- Kentañ pennad : an trouzioù

- Eil pennad : al livioù

- Trede pennad: al labour

- Pevare pennad: kaerder ar vicher

- Pempvet pennad: ur vicher poanius

- C’hwec’hvet pennad :al labour a-raok pep tra

- Seizhvet pennad : enez ar falc’her

- Eizhvet pennad: dibenn ar vuhez, graet eo pezh a oa d’ober

2 -Lec’hiañ an destenn

- Penn kentañ an XXvet kantved

- Pelec’h...(voir la fiche ressources)

 

3 -Mareadennañ er bloavezh : Prouennoù

 

4 -Kemer amzer da adlenn an destenn evit ma c’hallfe pep hini reiñ e santimantoù, intrañ an destenn, he spered.

 

5 -Studiañ ar yezhadur : implij livioù evit lakaat war wel.

- livañ ar verboù, an anvioù hag an anvioù-goan.

 

6 -Dizoloiñ framm ar ganaouenn hag ar werzenn.

Ar c’hlotennoù dibenn ha diabarzh.( voir lla colonne 2 : mise en couleur)

 

7Anavezout ar skrivagner (ez) (voir la fiche ressources)

 

3 – S’approprier

 

a Deskiñ an ton : tommañ mat ar vouezh a-raok peogwir e pign an ton uhel, ret eo kanañ kreñv awalc’h ha dreit-holl gant kalz a nerzh en ur zistagañ mat ar gerioù ha pouezañ war lod anezho.

bMemoriñ an destenn

 

Deskiñ mat ur werzenn, an eil ha stagañ anezhi diouzhtu eus an hini gentañ ha goude an trede ha derc’hel da vont.

Deskiñ mat ur pennad a-raok stagañ gant an hini goude.

 

c -Deskiñ ger kentañ ar pennad

 

d - Kudennoù : n’eus ket dre ret liammoù etre ar werzennoù ha nebeutoc’h c’hoazh etre ar pennadoù. Ret eo diwall da veskañ urzh ar pennadoù.

 

An distagadur, dav eo distagañ mat.

 

4 – restituer

 

Deskiñ kanañ anezhi gant ur c’haner ha un diskaner pe muioc’h

Devant le groupe d’apprenant, devant un public...

 

Eil bann

Ar falc’herien

Kerkent ha goulou-deiz me ‘glev ar falc’herien,

Ur youc’hadennig seder ‘tiston dre ar maezioù,

Ken ma dregern e pep lec’h kleier an traoniennoù.

 

Heol nerzhus miz even a zisec’h an traoù vat,

Ar pradoù ‘vel ar mor bras lizet gant an aezhenn,

Lec’h sav dindan an oabl glas ar c’hlazioù melen.

 

Laouig, ar mevel bras a voulc’h an troc’h kentañ,

Hag ar falc’her didruez a ziskar ar bleunioù

En ur ruzañ a gostez ar foenn e restennoù.

 

Pegen kaer eo gwelet falc’hedigoù kerne,

Ha pa vez renket leun a loc’h betek triwec’h paotr mat,

O kas gante bep a droc’h a bemzek botezad.

 

Sellit e-kreiz ar prad, devet gant an heol tomm,

Ar c’hwezhadur a ziverr ‘vel ur c’hlizenn bervet,

Rak ar maout vez gwerzhetker e bro ar vretoned.

 

Pa vez kalet ar boan an enor a vez bras,

a-raok debriñ hag evañ, lemmit avat paotred,

na glevit ket war an tan trouz ar vioù fritet.

 

Micher al labourer a zo stenn ha poanius,

Met e spered dibreder evel evnig ar c’hoadoù

A zo diluiz ha seder pell eus frank ar c’hêrioù.

 

Poaniit a galon vat falc’herien Breizh-Izel,

Ha pa zeui’ taol an ankoù da derriñ ho chadenn,

Heñvel diouzh bleuñv ar pradoù c’hwi a varvo laouen.

 

Koulmig Arvor

(Filomena Kadoret, 1892-1923)

 

Trede bann: ar geriaoueg

 

Ar falc’h → ar falc’her→ ar falc’herien

Ar goulou-deiz

Tregerniñ

Ar c’hloc’h → ar c’hleier

Lizet : gwelet vez an aezhenn o sevel, moret eo an aer

Ar c’hlazioù : ar pradeier

Boulc’hañ : kregiñ gant un dra bennak

Ar restennoù

Pemzek botezad : ur muzul kozh

Ur c’hlizenn

Ar maout vez gwerzhet ker

Lemmañ : lakaat ar falc’h da droc’hañ ; frotañ anezhi gant ur maen

Dibreder : preder : soñjal e-barzh traoù ; dibreder ar c’hontrol ne soñjer e netra

Dilui : sklaer e menozioù

Seder : n’eo ket trubuilhet gant mann ebet

Terriñ ho chadenn : chadenn ar vuhez

Informations fournies par le chant :
- le thème - 3300 : célébration des saisons, travaux saisonniers, de la nature - 4520 : les paysans, les pâtres, les pêcheurs, les marins - 8000 : les chansons littéraires - le genre -une mélodie, un hymne aux faucheurs - la génèse - la localisation dans le temps et dans l’espace fauchage de Prat Lenn (6 ha) entre le canal au pont de Bonen et Kersioul, au début du XXème siècle. - L’auteur

Revenir