Kreiz Breizh Planig

Planig EOST

E penn kentañ tout e oa bet lañset ar raktres E.O.S.T gant "GAL Living Kainu" e Karelia e Bro Finland. Soñj e oa dezhe prederiañ diwar ar mod da wareziñ ha treuskas o glad kanet. Soñj ’oa dezhe ivez ledannat ar raktres-se digant broioù all en Europa. Peder bro a labour asambles: Bro Finland, Bro Estonia, Bro Skos ha Breizh. E Breizh, ar raktres ’vo kaset a-benn gant kevredigezhioù eus Kreiz Breizh Kornog ha Kerne Kornog.

Petra’vo graet dre vras e-barzh stern E.O.S.T ?

  • Embann asambles un deiziataer gant al labourioù kinniget gant kevredigezhioù a gemer perzh er raktres.
  • Sevel ur strollad labour pedagogel kaset gant Yann Fañch Kemener evit en em soñjal war ar mod da dreuskas hor glad kanet ha klask sevel benvijoù a c’hellfe servijo d’an holl. Eskemmoù ‘vo digant ar broioù all en Europa war an dachenn-se.
  • Adlañsañ kanouennoù zo, en ur lakaat en darempred ar rumadoù tud ha broudañ anezhe da ganañ adarre. Embann ur bladenn gant un dibab kanaouennoù anavezet mat er vro.
  • Sevel abadennoù da vroudañ an holl dud da ganañ.
  • Krouiñ ul lec’hien internet european hag ober dezhañ ur benveg da dreuskas ar glad dre gomz ha partajiñ al labourioù bet savet a-gevred.